Marc'h e zivskouarn marc'h ha mojenn Tristan

Fiche du document

Date

2 juin 2008

Type de document
Périmètre
Langue
Identifiants
Collection

Archives ouvertes

Licence

info:eu-repo/semantics/OpenAccess



Citer ce document

Patrice Marquand, « Marc'h e zivskouarn marc'h ha mojenn Tristan », HAL-SHS : littérature, ID : 10670/1.oscua4


Métriques


Partage / Export

Résumé No

Hollgeltiek eo mojenn Tristan hag Izold, ha liammet kreñv gant roue Marc'h e zivskouarn marc'h. Ar meneg koshañ eus an daou amourouz eo enskrivadur piler Fowy (6vet kantved) a ra anv eus Konveur ivez. War ar c'hevandir eo anavezet mojenn Tristan abaoe penn-kentañ an 12vet kantved, dre ur meneg en ur varzhoneg okitan savet gant an troubadour Cercamon. Meur a romant a voe skrivet en 12vet kantved diwar ar vojenn-se. Gellout a reer o dispartiañ e daou skourr, diouzh o andonioù : ar skourr kembreat, treuzkaset da Domas a Vro-Saoz gant ar c'honter kembreat Breri ; ar skourr kerneveurat, arveret gant Beroul hag Eilhart von Oberg. Ar skourr-mañ a ro ul lec'h bras da Vreizh-Vihan. Meur a elfenn a ro deomp da grediñ, da heul Bernard Tanguy, eo stag mojenn Tristan e Breizh-Vihan ouzh bro Douarnenez. Skourr kerneveurat ar vojenn a vefe bet stummet e-skeud an darempredoù strizh ha stank bet etre Breizh-Vihan ha Kerne-Veur a-hed ar Grennamzer hag abretoc'h zoken.

document thumbnail

Par les mêmes auteurs

Exporter en