An divinadelloù brezhonek hag al loened

Fiche du document

Date

26 juin 2019

Type de document
Périmètre
Langue
Identifiants
Collection

Archives ouvertes

Licences

http://creativecommons.org/licenses/by-nc-nd/ , info:eu-repo/semantics/OpenAccess


Mots-clés

Devinettes -- dans la littérature bretonne Littérature bretonne -- thèmes motifs Animaux -- dans la littérature bretonne


Citer ce document

Marie Dominique Allain-Kergus, « An divinadelloù brezhonek hag al loened », Dépôt Universitaire de Mémoires Après Soutenance, ID : 10670/1.n7462f


Métriques


Partage / Export

Résumé 0

An divinadelloù zo ul lodenn eus al lennegezh dre gomz. Asambles gante e vo kavet ivez ar c’hanaouennoù (ar gwerzioù, ar c’hantikoù…), an istorioù (ar c’hontadennoù, ar mojennoù…), ar sonerezh, ar c’hrennlavarioù, ar rimadelloù, a bep seurt troioù-lavar hag a dreuzkas mennozhioù ur bobl…An holl stummoù-se zo anvet ar folklor. Puilh-tre eo an danvez-se e Breizh, ur gwir deñzor. E-pad pell eo bet boazet an dud d’en em vodañ pa veze erruet an noz, evit komz, farsal, klakenniñ, dañsal…D’ar c’houlz-se ne oa ket erruet an tredan en tiez c’hoazh hag an darn vrasañ eus an dud a oa o vevañ war ar-maez hag a gomze brezhoneg.Labouret e veze start e-pad an deiz (ne oa ket mekanikoù evel bremañ) ha war-lerc’h pegen plijus c’hoarzhin d’an noz pa veze unan o kontañ un istor bennaket. Un amzer all e oa, gant an dud o labourat asambles ha, war-lerc’h, o klask kaout plijadur asambles, ar re vihan hag ar re vras, ar re vihan gant ar re vras. Ar re yaouankañ a selaoue, evel-just, hag un toullad bloavezhioù goude e kontent pe e kanent d’o zro ar pezh a oa en o memor, evit plijadur an holl. Evel-se eo bet treuzkaset ul lodenn eus o istor.An teñzor-se a vije bet kollet hirie ma ne vije ket bet dastumet gant tud zo, anvet ar folklorourien d’ar c’houlz-se, tud tomm o c’halon ouzh o bro hag o doa remerket pegen kaer e oa an danvezioù-se. [...]

document thumbnail

Par les mêmes auteurs

Sur les mêmes sujets

Exporter en