ENINTYN, CRUTHIN, FER BENN, FINN

Fiche du document

Date

2018

Périmètre
Langue
Identifiants
Collection

Archives ouvertes

Licences

http://hal.archives-ouvertes.fr/licences/copyright/ , info:eu-repo/semantics/OpenAccess




Citer ce document

Gilles Boucherit et al., « ENINTYN, CRUTHIN, FER BENN, FINN », HAL-SHS : linguistique, ID : 10670/1.cl3co9


Métriques


Partage / Export

Résumé Br Nl

Evel ma tisplegan ma unan e derou al labour enklask am boa savet e stumm un dezenn dindan renerezh Francis Favereau, on « deuet da gregiñ en danvez studi-mañ dre zegouezh peogwir edon e soñj ober war-dro tem an Den Gouez da zigentañ. En ur bleustriñ "Gwerz Skolan", pennad brudet Donatien Laurent e-touez studierien Kevrenn Geltiek Roazhon 2, on bet hentet dre hir-ober da bleustriñ un oberenn hollvrudet all, un tenergan Iwerzhoneg eus an daouzekvet kantved, anvet "Buile Suibhne". Dre forzh studial, n'em eus ket gallet herzel ouzhin da lenn ar poz seizh hag hanter-kant rannbennad daou-ugent m'eo chomet a-sav ma spered war ar werzenn-mañ: "A mathair na groidhi-si" troet gant James George O'Keeffe (1865-1937) evel-hen: « O mother of this herd ».Ne oan ket engortoz kejañ gant ar pezh a anvan un azeul karv e-kerz an tenergan, a zo eus an trizekvet kantved G.K. a vije gwell skrivañ hiziv : lakaat an 12vet kantved en titl evel prantad amzer da Buile Suibhne evel ma vez lakaet ordin, n'eo ket gwir penn-da-benn peogwir e-giz ma skriv an embanner e-unan, an tenergan a c'hell bezañ bet savet nep koulz etre 1200 ha 1500. Din da c'houzout, 1200 a zo derou an trizekvet kantved.Goude sellet ouzh an arouezioù marzhoniel a gaver en destenn, e tizoloimp ez eus lod a zo tost a-walc'h ouzh re marzhoniezh an Evenked, daoust d'an hed ha d'an amzer a zo etre an daou sevenadur. Komz a raimp eus divroadur Afanasievo ha eus sevenadur Andronovo, menel a raimp a sav un herradig ouzh o studial en abeg d'an daou zarvoud bezañ perzh e dont war wel an arouezioù marzhoniel lavaret en Europa. Poentoù boutin a vo kavet ivez etre marzhoniezh an Evenked ha kelc'h al Leinster dre ma vezo empleget ennañ bláthnat, ur vaouez heizez a roio buhez da Oisin mab Finn. Komzet e vo pelloc'h eus ar C'hruthin ha neuze eus ar bPretani diouzh ur sav-poent nevez, hini ar c'heltieg o tont eus ar c'hornog. Ar sav-boent nevez-se a eilger goulennoù a harpe ouzh hor studiadenn da vont war-raok, da lavaret eo kudenn an amzerañ dreist-holl met ivez hini donedigezh an dud war aodoù an Inizi Keltiek d'ar mare-se ha dougen ganto en o speredoù un azeul karv.

Evel ma tisplegan ma unan e derou al labour enklask am boa savet e stumm un dezenn dindan renerezh Francis Favereau, on « deuet da gregiñ en danvez studi-mañ dre zegouezh peogwir edon e soñj ober war-dro tem an Den Gouez da zigentañ. En ur bleustriñ "Gwerz Skolan", pennad brudet Donatien Laurent e-touez studierien Kevrenn Geltiek Roazhon 2, on bet hentet dre hir-ober da bleustriñ un oberenn hollvrudet all, un tenergan Iwerzhoneg eus an daouzekvet kantved, anvet "Buile Suibhne". Dre forzh studial, n'em eus ket gallet herzel ouzhin da lenn ar poz seizh hag hanter-kant rannbennad daou-ugent m'eo chomet a-sav ma spered war ar werzenn-mañ: "A mathair na groidhi-si" troet gant James George O'Keeffe (1865-1937) evel-hen: « O mother of this herd ». 1 Ne oan ket engortoz kejañ gant ar pezh a anvan un azeul karv e-kerz an tenergan, a zo eus an trizekvet kantved G.K. a vije gwell skrivañ hiziv : lakaat an 12vet kantved en titl evel prantad amzer da Buile Suibhne evel ma vez lakaet ordin, n'eo ket gwir penn-da-benn peogwir e-giz ma skriv an embanner e-unan, an tenergan a c'hell bezañ bet savet nep koulz etre 1200 ha 1500. Din da c'houzout, 1200 a zo derou an trizekvet kantved. Goude sellet ouzh an arouezioù marzhoniel a gaver en destenn, e tizoloimp ez eus lod a zo tost a-walc'h ouzh re marzhoniezh an Evenked, daoust d'an hed ha d'an amzer a zo etre an daou sevenadur. Komz a raimp eus divroadur Afanasievo ha eus sevenadur Andronovo, menel a raimp a sav un herradig ouzh o studial en abeg d'an daou zarvoud bezañ perzh e dont war wel an arouezioù marzhoniel lavaret en Europa. Poentoù boutin a vo kavet ivez etre marzhoniezh an Evenked ha kelc'h al Leinster dre ma vezo empleget ennañ bláthnat, ur vaouez heizez a roio buhez da Oisin mab Finn. Komzet e vo pelloc'h eus ar C'hruthin ha neuze eus ar bPretani diouzh ur sav-poent nevez, hini ar c'heltieg o tont eus ar c'hornog. Ar sav-boent nevez-se a eilger goulennoù a harpe ouzh hor studiadenn da vont war-raok, da lavaret eo kudenn an amzerañ dreist-holl met ivez hini donedigezh an dud war aodoù an Inizi Keltiek d'ar mare-se ha dougen ganto en o speredoù un azeul karv. Buile Suibhne Da gentañ-holl eo gwell gouzout eus petra emaomp o vont da gomz: an tenergan anvet Buile Suibhne a zo diwar-benn Suibne roue an Dál nAraidhe, a zo bet milliget gant sant Ronan da gentañ evit bezañ nac'het dezhañ sevel un iliz war e zouaroù. Keloù brezel a vo diouzhtu war lerc'h etre 'Domnall son of Aodh, and Domnall Brecc a zo Congal Claon mab Scannlan ha Suibne roue an Dál nAraidhe, kevredidi dezhañ. Suibne a lazho unan eus psalmourien Ronan a glaske degas peoc'h etre an daou lu. Treiñ a ra Suibne da foll gant ar braouac'hus m'eo an trouz e derou emgann Mag Rath, ha nijal kuit eus an dachenn evel ul labous. Kantren a ra dre ar c'hoadoù ha c'hoarvezout a ra dezhañ avañturioù a bep seurt gant tud eus e veuriad a glask lakaat an dorn warnañ. Met tec'hout kuit a ra atav ha bevañ en diene brasañ en abeg da milligoù ar sant. A-benn ar fin, Noblañs Dál nAraidhe a deu a-benn da dapout an den foll. Staget eo ken na vo deuet e skiant vat dezhañ. D'ar mare-se e vo lezet 1 A mamm ar bagad-se!

document thumbnail

Par les mêmes auteurs

Sur les mêmes sujets

Exporter en